New Order


New Order a zo ur strollad new wave hag electro-pop bet savet e Manchester e 1980. Kinniget eo bet an anv-se gant Rob Gretton. Ennañ e kaver sonerien bet e Joy Division : Bernard Sumner (kan, gitar, piano tredan), Peter Hook (gitar boud) ha Stepehn Morris (taboulinoù). Gillian Gilbert, gwreg Morris, a sonas piano tredan ganto betek 2001. Abaoe 2001 eo bet kemeret he flas gant Phil Cunningham. Ma'z eo heñvel-tre pladenn gentañ ar strollad (Movement he zitl) ouzh re Joy Division, e kemmas tamm-ha-tamm sonerezh ar strollad, hag e teuas da vezañ elektronek hag electro-pop. Peurliesañ e weler New Order evel unan eus strolladoù pouezusañ ar bloavezhioù 1980, gant The Smiths, The Cure, R.E.M pe c'hoazh Depeche Mode.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search